Letras Menez daou - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel

Menez daou - Les Ramoneurs De Menhirs, Louise Ebrel
Información de la canción En esta página puedes encontrar la letra de la canción Menez daou, artista - Les Ramoneurs De Menhirs. canción del álbum Amzer an dispac'h !, en el genero Панк
Fecha de emisión: 03.06.2010
Etiqueta de registro: Coop Breizh
Idioma de la canción: papiamento

Menez daou

Didostit holl Vretoned, da glevet ur gentel
War buhez al labourer eo bet great, n' eus ket pell
Disheñvel meurbet eo stad ar paour-kaezh labourer
Disheñvel diouzh stad an dud, pere ' zo ' chom e kêr
Al labourer ' renk paeañ, paeañ e pep amzer
Paeañ tailhoù d’ar roue, bep bloaz teir pe beder
Ha pa renk paeañ e vestr, ma n’eo ket prest an arc’hant
Foar ' vez graet gant e zanvez, amañ an nec’hamant
Al labourer, goude-se, a vezo tamallet
Gant an dud eus al lezenn e vezo pizh skarzhet
Eus e nebeud a vadoù e vezo dibourc’het
Had e zanvez o vont kuit, n’eus netra da lavaret
En divezh, al labourer, baleet lec’h ma karo
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprizo
Ha koulskoude, ma teufe da soñjal an dud-mañ
Diwar brec’h al labourer 'ma 'r bed-holl o vevañ
Hor stal ' zo poanius meurbet, paouez na deiz na noz
Ken na cheñcho penn d’ar vazh, ni na 'mo ket repoz

Compartir letras:

¡Escribe lo que piensas sobre la letra!

Otras canciones del artista:

NombreAño
Les grands nigauds ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Marijanig ft. Marie-Noëlle Le Mapihan, Marie-Hélène Conan 2010
Dir ha tan ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Ar we'enn-avalow ft. Louise Ebrel 2014
Pussy riotal 2014
Porzh ar miraklow ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Pach Punk ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Breizhistañs !! 2010
Space galetenn ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Fuck the System ft. Bagad Bro Kemperle 2017
La blanche hermine ft. Gilles Servat 2010
Tamm kreiz ft. Louise Ebrel 2010
Makhnovtchina 2014
Hir ew geniñ 2014
Ibrahim 2014
Bell' A.R.B. ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Sucks ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Auschwitz planète ft. Niko Tagada 2010
Porcherie ft. Bagad Bro Kemperle 2017
Son ar gewier 2014

Letras de artistas: Les Ramoneurs De Menhirs